Pfalz, pe Kurpfalz en alamaneg (Palatinat e galleg), a oa ur stad istorel en Alamagn, en daou du d'ar Roen. Unan eus seizh koshañ stad-dilennerien an Impalaeriezh Santel Roman German e oa, hag ur Priñs-Dilenner, Dilenner Pfalz, en he fenn.
En em astenn a rae ar vro e douaroù a zo hiziv e stadoù Baden-Württemberg, Rheinland-Pfalz hag ivez en Elzas. Heidelberg e oa ar gêr-benn, ha Mannheim ha Frankenthal e oa ar c'hêrioù bras all.